Hermes
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d0/Hermes_Ingenui_Pio-Clementino_Inv544.jpg/220px-Hermes_Ingenui_Pio-Clementino_Inv544.jpg)
Hermes (Ἑρμῆς Hermễs e henc'hresianeg; Ἑρμᾶς Hermãs e gresianeg dorek) a oa un doue eus Hellaz kozh, mab da Zeus ha da Vaia, ha mab-bihan da Atlas. Klotañ a ra gant Mercurius ar Romaned.
Unan eus doueed an Olympos eo. Doue ar c'henwerzh, gward an hentoù hag ar c'hroashentoù, ar veajerien, al laeron, ar chañs. Heñchañ a ra an harozed, kas a ra an eneoù d'an ifern, kannad an doueed (hini Zeus peurgetket) eo hag ijiner ar pouezioù hag ar muzulioù.
An Dodekatheon |
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes |