Mont d’an endalc’had

RSS Persia

Eus Wikipedia



Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Soviedel Sokialour (RSS) Persia, anvet ivez alies Republik Soviedel Gilan, bet krouet e Gilan e Persia (bremañ Iran) e miz Gouere 1920 hag aet da get e miz Gwengolo 1921.

Krouet e oa bet ar republik gant Mirza Koutchak C'han, penn Luskad Bonnreizhour Gilan hag ar Bartizaned Janglari ("Luskad ar Goaderion") gant sikour an Arme Ruz .

Disklêriet e oa bet ez-ofisiel Republik Soviedel Sokialour Persia e miz Mae 1920. Sevel a reas kudennoù buanik a-walc'h da c'houde avat, dreist-holl peogwir e vanas ar gouarnamant nevez hep ingalañ an douaroù etre al labourerion-douar baourañ ha taget e oa da vezañ ur gouarnamant mirourel gant tuadoù zo eus al Luskad Jangal. Tabut a savas neuze etre Mirza hag e skipailh kuzulierion diouzh un tu ha Soviediz ha Strollad Komunour Persia diouzh an tu all.

D'an 9 a viz Gouere 1920 e kuitaas Mirza Koutchak ar gêrbenn Rasht ha kas a reas da benn ar Strollad Komunour un taol-stad. Lakaet e voe e pleustr gant ar gouarnamant nevez ur politikerezh kreñv a-enep d'ar re binvidikañ.

Koll a reas ar Republik ar brud vat hag he doa gounezet betek-hen dreist-holl abalamour d'an niver bras a repuidi tec'het diouzh ar brezel a oa bet beuzet ar c'hêrioù gante ha savet diwar se ur wall gudenn ekonomikel.

Klask a reas Mirza dont a-benn da sioulaat an traoù dre skrivañ war-eeun da Lenin met en aner e oa e strivoù.

E 1921 e oa bet tizhet un emglev nevez etre Breizh-Veur hag URSS ha divizout a reas neuze an Unaniezh Soviedel da harpañ Republik soviedel Gilan.

Sinet e oa bet ur feuremglev a vignoniezh etre an Unaniezh Soviedel ha Republik Soviedel Persia e 1921 evit kadarnaat an darempredoù mat etre an div vro-se ha neuze e oa bet lakaet an arme soviedel da gilañ diouzh Persia.

Nullet e oa bet ar Republik ez-ofisiel da diwezh miz Gwengolo 1921.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]