Machair
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ec/Berneray_Machair.jpg/250px-Berneray_Machair.jpg)
Machair (saoznekaet a-wechoù e machar) zo un anv gouezelek hag a vez graet eus douaroù izel ha strujus an arvor en Skos hag Iwerzhon, ha dreist-holl en Inizi Gall pellañ.
Daou seurt machair zo:
- un doare prad pe peurvan war an erin hag an traezh, avelet
- an douar etre an traezh hag an taouarc'hegi a-dreñv.
C'hoarvezout a ra ar machair eus kiladenn ar mor hag uheloc'h eo eget an draezheg nevez.
Er machair e kaver evned a bep seurt, ar rakig-melchon, al lineg beg melen, ar sourouc'han boutin pe an nouelig bras, hag ur spesad gwenan, Colletes floralis, hag a zo ral-ral.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Ar machair