Die zertanzten Schuhe
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8a/Elenore_Abbott_-_The_Shoes_that_Were_Danced_to_Pieces_-_1920.jpg/220px-Elenore_Abbott_-_The_Shoes_that_Were_Danced_to_Pieces_-_1920.jpg)
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/11/12_dancing_princess_par_Anne_Anderson.jpg/220px-12_dancing_princess_par_Anne_Anderson.jpg)
Die zertanzten Schuhe ("Ar botoù-dañsal"), pe Die zwölf tanzenden Prinzessinnen ("An daouzek priñsez o tañsal"), zo ur gontadenn alamanek e Kinder- und Hausmärchen, dastumad kontadennoù ar vreudeur Grimm embannet e 1812, ha niverennet 133.
Meur a zoare all zo, hag unan rusek gant Aleksandr Afanasyev en e Narodnye russkie skazki.
Ar gontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech e oa ur roue hag en devoa daouzek merc'h koant meurbet. Pa'z aent d'o gwele e veze prennet dor ar gambr gant an alc'hwez eus an diavaez. Diouzh ar beure, koulskoude, e weled e oa louzet o botoù evel p'o devije dañset ganto e-pad an noz ; den ne deue a-benn da gavout penaos e tegouezhe kemend-all.